Hans Geiger (fizikour)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Johannes Wilhelm Geiger, bet ganet e Neustadt an der Haardt (Impalaeriezh alaman d'ar c'houlz) d'an 30 a viz Gwengolo 1882 hag aet da Anaon e Potsdam (Alamagn gouzalc'het gant ar Gevredidi) d'ar 24 a viz Gwengolo 1945, a oa ur fizikour alaman brudet da vezañ ijinet ar c'honter Geiger e 1928 gant Walther Müller.
Mab e oa da Wilhelm Geiger (1856-1943), ur reteroniour barrek war an indezegouriezh hag an iranegouriezh hag a oa kelenner e Friedrich-Alexander-Universität Erlangen-Nürnberg.
Er Skol-veur-se e krogas Hans Geiger gant e studi war ar Fizik hag ar Matematik kenkent ha 1902. Paket e zoktorelezh gantañ e 1906 ez eas da University of Manchester ma krogas da labourat evel eiler ar fizikour breizhveuriat Ernest Rutherford[1] (1871-1937) adalek 1907. Eno, e 1909, e kasas da benn an Arnodenn Geiger–Marsden — a-gevret gant ar fiizikour breizhveuriat Ernest Marsden (1889-1970) — a ziskouezas ez eo tolpet al lodenn eus an danvez he bec'hiad muiel en un egor bihan-eston (derc'han an atom).
E 1911 an hini eo e voe embannet lezenn Geiger–Nuttall, diwar e labourioù gant ar fizikour saoz John Mitchell Nuttall (1890-1958), hag a liamm digresk argemmvac'hel an izotopoù skinoberiek ouzh gremm ar skinadoù alfa.
A-gevret gant e studier Walther Müller (1905-1979) ec'h ijinas, e 1928, ar gorzenn Geiger-Müller (o wellaat hini Rutherford-Geiger), ul lodenn bouezus eus ar c'honter Geiger da zont.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Priz Nobel ar Gimiezh e 1908, evit e enklaskoù liammet ouzh digevanidigezh an elfennoù ha kimiezh an danvezennoù skinoberiek.